Dont a rejont da Vara, met ne c'helljont ket evañ doureier Mara rak c'hwerv e oant. Setu perak al lec'h-se a voe galvet Mara.
Apocalyps 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Anv ar steredenn-se a zo Huelenn-c’hwerv. An deirvet lodenn eus an doureier a voe troet en huelenn-c’hwerv hag un niver bras a dud a varvas dre an doureier abalamour ma oant deuet da vezañ c’hwerv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hano ar stereden‐ze a oa Huelen‐c’hoero; hag an drederen euz an doureier a oe troet en huelen‐c’hoero; ha kalz a dud a varvaz gant an dour, dre ma oa deuet da veza c’hoero. |
Dont a rejont da Vara, met ne c'helljont ket evañ doureier Mara rak c'hwerv e oant. Setu perak al lec'h-se a voe galvet Mara.
met ar pezh a zeu diouti a zo c'hwerv evel huelenn, ha lemm evel ur c'hleze a zaou droc'h.
Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar brofeded: Setu ez an d'ober dezho debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet, rak eus profeded Jeruzalem eo en em skuilhet an dizeoliezh en holl vro.
Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e rin d'ar bobl-mañ debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet.
Az pez soñj eus va glac'har hag eus va c'hantreadeg; n'int nemet huelenn ha c'hwervoni.
Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?
Hag e c'hoarvezo er vro holl, eme an AOTROU, ma vo lamet kuit div lodenn anezhi, hag a yelo da goll, ha ma chomo an drederenn.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
Ra ne vo ket en ho touez na den, na gwreg, na tiegezh, na meuriad, a zistrofe e galon hiziv diouzh an AOTROU hon Doue evit mont da servijañ doueoù ar broadoù-se. Ra ne vo en ho touez gwrizienn ebet da reiñ ampoezon pe huelenn-c'hwerv.
o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.
An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c’heot glas a voe devet.
Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud.
An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù.
Hi a lavaras: Na'm anvit ket Naomi, met va anvit Mara, rak an Holl-C'halloudeg en deus va leuniet a c'hwervder.