da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
Gwalleur d'ar re a c'halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deñvalijenn e-lec'h ar sklêrijenn hag ar sklêrijenn e-lec'h an deñvalijenn, a laka ar c'hwerv e-lec'h an dous hag an dous e-lec'h ar c'hwerv!
Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.
Ha mar distro an hini reizh diwar e reizhder ha ma ra an droug, e lakain ur maen-kouezh dirazañ hag e varvo. Dre ma na'z po ket e gemennet, e varvo en e bec'hed ha ne vo ket meneget e zireizhder en doa graet, ha me a c'houlenno e wad eus da zorn.
Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?
Setu perak eo dic'halloud al lezenn, hag ar reizhder a zo kammet. Hag an den fall a stard an den reizh, setu perak e vez rentet barnedigezhioù gwallsiek.
Ra ne vo ket en ho touez na den, na gwreg, na tiegezh, na meuriad, a zistrofe e galon hiziv diouzh an AOTROU hon Doue evit mont da servijañ doueoù ar broadoù-se. Ra ne vo en ho touez gwrizienn ebet da reiñ ampoezon pe huelenn-c'hwerv.