Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a vo skuilhet war al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.
Mard eo lakaet an tan en draen ha ma teu ed en herdin, pe an eost, pe er park, da vezañ kuzumet, an hini en devo lakaet an tan a zaskoro kement holl a zo bet devet.
Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.
Bezit amdroc'het evit an AOTROU ha lamit pod-mezenn ho kalonoù, tud Juda hag annezidi Jeruzalem, gant aon na zeufe va fulor er-maez evel un tan, ha na entanfe hep na vefe den da vougañ anezhañ, en abeg da fallentez hoc'h oberoù.
Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c'hounnar, va fulor a gouezho war al lec'h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget.
Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.
Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?
Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e kemerin koad Jozef, a zo e dorn Efraim, ha meuriadoù Israel, e genseurted, unaniñ a rin anezho ouzh koad Juda, evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unan em dorn.
Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.
Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.
rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.