Ar roue, o vezañ kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.
Hag e reas dont eus kêrioù Juda an holl aberzhourien, hag e saotras an uhellec'hioù e-lec'h m'o doa lakaet da vogediñ an aberzhourien, adalek Geba betek Beer-Sheba. Diskar a reas uhellec'hioù an dorojoù, an hini a oa war dreuzoù dor Jozue rener kêr, hag a oa a-gleiz en ur vont dre zor kêr.
Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!
O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.
Terriñ a rin prenn Damask, hag e tistrujin tud Bikad-Aven hag an hini a zalc'h ar vazh-roue e Bet-Eden. Hag e vo harluet evel sklaved pobl Siria betek Kir, eme an AOTROU.
Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzañv e holl gomzoù.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.
Rak en un eur kement all a binvidigezhioù a zo bet distrujet. Hag an holl sturierien, ar re holl a zo war al listri, ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh war ar mor, en em zalc’he pell;