Diframmet e vo e frouezh pa n'int ket darev evel re ur winienn, taolet kuit e vo e vleunioù evel re un olivezenn.
Apocalyps 6:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned stered an neñv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa’z eo hejet gant an avel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur vezen‐fiez he fiez glaz, pa vez hijet gant eur bar‐avel. |
Diframmet e vo e frouezh pa n'int ket darev evel re ur winienn, taolet kuit e vo e vleunioù evel re un olivezenn.
Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.
An douar a zo e kañv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C'harmel a zo brañsellet.
Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.
Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.
Pa steuzin ac'hanout, e c'holoin an neñvoù hag e teñvalain o stered, goleiñ a rin an heol a goumoul hag al loar ne roio ken e sklêrijenn.
Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioù ha stlabezit he frouezh, ra dec'ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoù.
Hag e kreskas betek arme an neñvoù, hag e lakaas da gouezhañ d'an douar un darn eus an arme hag eus ar stered, hag o mac'has.
An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Da holl greñvlec'hioù a zo evel gwez-fiez gant fiez abred. Pa vezont hejet e kouezhont e genoù an hini a fell dezhañ o debriñ.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Bez’ e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec’hamant, ha ne ouezint petra d’ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc’h ober un trouz bras.
Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc’houez puñs an donder a voe roet dezhañ,