Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Apocalyps 3:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron. |
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;
hag en deus graet ac’hanomp rouaned hag aberzhourien da Zoue e Dad, ra vo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.
Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.
Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n’en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.
graet ec’h eus ac’hanomp rouaned hag aberzhourien d’hon Doue, hag e renimp war an douar.
Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.
rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.