Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:21
24 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel.


He aotrou a lavaraz dezhan: Ervad, servicher mad ha fidel; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz; antren e joa da Aotrou.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.


Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he‐unan, hag heb dale hen glorifio.


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp;


D’an hini hen deuz karet ac’hanomp, hag hen deuz hor gwalc’het euz hor pec’hejou dre he oad, hag hen deuz hor great rouane ha beleien da Zoue he Dad; dezhan ar gloar hag ar galloud da virviken! Amen.


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.


Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.


Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.


Eürus ha santel an hini hen deuz lod er resurrection genta! An eil maro n’hen deuz ket a c’halloud varnezhe; mes beza e vezint beleien da Zoue ha d’ar C’hrist, hag e renint ganthan e‐pad mil bloaz.


hag ec’h euz great ac’hanomp rouane ha beleien d’hon Doue; hag e renimp var an douar.


Hogen, sellet a riz, hag e veliz eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein a oa eur warec ganthan, hag e oe roet dezhan eur gurunen, hag ez eaz evel unan custum da drec’hi, hag o vond da c’hounid ar victor.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos