Sevel a reas ar c'holonennoù e porched an templ, ar golonenn dehou a anvas Jakin, hag ar golonenn gleiz a anvas Boaz.
Apocalyps 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez. |
Sevel a reas ar c'holonennoù e porched an templ, ar golonenn dehou a anvas Jakin, hag ar golonenn gleiz a anvas Boaz.
pa yudfe e zoureier en ur voubouilhat, ha pa lakafe o fulor ar menezioù da grenañ. Ehan
Neuze ar broadoù a welo da reizhder, hag an holl rouaned da c'hloar, hag e vi galvet dre un anv nevez, en devo genoù an AOTROU disklêriet.
Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiñ, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, hag e c'halvo e servijerien dre un anv all.
Rak setu, e lakaan ac'hanout hiziv evel ur gêr greñv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoù, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.
Hirder ar porzh a oa ugent ilinad, e ledander a oa unnek ilinad. Derezioù a oa da bignat eno, hag e-kichen ar postoù e oa kolonennoù, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all.
An dro he devo triwec'h mil ilinad, hag adalek hiziv, anv kêr a vo: An AOTROU a zo amañ.
Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.
Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc’he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù.
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.
Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.
An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.