Al leurenn vras he doa ivez, tro-dro, teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez, evel leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, hag evel porched an ti.
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
Neuze he mamm-gaer a lavaras dezhi: Pelec'h ec'h eus tañvouezet hiziv, ha pelec'h ec'h eus labouret? Ra vo benniget an hini en deus taolet evezh ouzhit! Hag e tisklêrias d'he mamm-gaer e ti piv he doa labouret, hag e lavaras: An den e ti piv em eus labouret hiziv a zo anvet Boaz.