Sellout a ris neuze en abeg da vouezh ar gerioù lorc'hus a lavare ar c'horn, hag e sellis betek ma voe lazhet al loen ha distrujet e gorf, taolet d'ar flammoù o teviñ.
Apocalyps 20:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals‐profet; hag e vezint tourmantet noz‐deiz, da virviken. |
Sellout a ris neuze en abeg da vouezh ar gerioù lorc'hus a lavare ar c'horn, hag e sellis betek ma voe lazhet al loen ha distrujet e gorf, taolet d'ar flammoù o teviñ.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
Gwelout a ris o vont kuit eus genoù an aerouant, eus genoù al loen hag eus genoù e fals-profed, tri spered hudur heñvel ouzh gleskered.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
Dont a raio er-maez da douellañ ar broadoù a zo e pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastumo anezho evit ar brezel. O niver a zo evel traezh ar mor.
Evel-se e welis ar c’hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c’hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.