Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 9:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Evel-se e welis ar c’hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c’hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Hogen evel‐hen e veliz ar c’hezec er vision; ar re a oa var ho c’hein ho doa cuirasennou a liou tan hag hyacinth ha soufr; pennou ar c’hezec a oa henvel ouz pennou leoned, hag euz ho genou e teue tan, ha moged, ha soufr.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 9:17
16 Referencias Cruzadas  

Neuze an AOTROU a lakaas da gouezhañ war Sodom ha Gomora glav soufr ha tan a-berzh an AOTROU eus krec'h an neñvoù.


A-douez ar C'hadiz, tud kadarn en em dennas e-kichen David d'ar c'hreñvlec'h er gouelec'h, tud a vrezel evit an emgann, ampart da embregañ ar skoed hag ar goaf, heñvel o dremmoù ouzh dremmoù leoned, herrek evel gazeled war ar menezioù:


Lakaat a ra rouedoù da gouezhañ war ar re zrouk, tan ha soufr hag an avel leskidik a vo o lod.


Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.


Dorn an AOTROU a zo bet warnon d'an abardaez a-raok ma teuas an tec'had, ha pa zeuas davedon diouzh ar mintin, an AOTROU a zigoras va genoù din. Va genoù a oa digor, ha ne oan ken mud.


Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.


evel ma komzen c'hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da'm c'havout, da goulz donezon an abardaez.


Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.


ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


ar pempvet a sardoniks, ar c’hwec’hvet a agatenn-ruz, ar seizhvet a grizolit, an eizhvet a veril, an navet a dopaz, an dekvet a grizopraz, an unnekvet a zirkon-ruz, an daouzekvet a ametist.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù.


Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d’an emgann.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos