Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.
Apocalyps 18:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kement ha ma’z eo en em roet d’an ourgouil ha ma’z eo en em veuzet en delisou, roit dezhi ive kement‐all a enkrez hag a c’hlac’har, rag lavaret a ra en he c’halon: Azezet oun evel eur rouanez, ha n’oun ket intanvez, ha na velin ket ar c’haon. |
Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.
Ar mir, an aloez hag ar c'hasia a ro c'hwezh-vat da'z tilhad. Er palezioù olifant, c'hoari ar binvioù-kerdin a laouena ac'hanout.
Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.
Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.
Evañ a ri anezhañ, hag en goullonderi. Krignat a ri an tammoù outañ, hag e rogi da zivronn, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.
Lorc'h da galon en deus da douellet, te hag a chom e faoutoù ar reier, en ur chomlec'h uhel, hag a lavar ez kalon: Piv am zaolo d'an douar?
Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.
Met na zegemer ket an intañvezed yaouank, rak pa zeu o skañvder d’en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziñ,
Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.
Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c’halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec’h entanadur.