Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 2:15
27 Referencias Cruzadas  

Hag e komzfen eveldoc'h, ma vefec'h em lec'h? Ha berniañ a rafen komzoù a-enep deoc'h? Hag hejañ a rafen va fenn warnoc'h?


Stlaket e vo an daouarn a-enep dezhañ, c'hwitellet e vo pa yelo kuit.


Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.


Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.


Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,


Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc'hed dibalamour, roit ho skouarn da'm ger!


Fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret ez kalon: Me, ha nikun all ebet.


evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.


Hag e rin eus ar gêr-mañ ur glac'har hag ur goapaerezh. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a c'hwitello en abeg d'hec'h holl c'houlioù.


En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac'har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.


An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C'hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc'h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c'haerder, levenez an douar holl?


Marc'hadourien ar pobloù a c'hwitell warnout, deuet out da vezañ ur saouzan, ha ne vi ken, biken!


Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.


Daoust hag e lavari dirak an hini a lakaio ac'hanout d'ar marv: Me 'zo un doue? N'out nemet un den ha nann Doue etre daouarn an hini a lazho ac'hanout.


Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


N'eus louzoù ebet ouzh da c'hloaz, da c'houli a zo grevus. An holl re a glevo komz diwar da benn a stlako o daouarn warnout. Rak piv n'en deus ket klevet dalc'hmat da zrougiezh o tremen?


Spontus hag euzhus eo; anezhi hec'h-unan e teuio he barnedigezh hag he braster.


Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos