Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Met na zegemer ket an intañvezed yaouank, rak pa zeu o skañvder d’en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziñ,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Mes diwall da receo an intanvezed yaouankoc’h; rag pa zeu al lubricite d’ho lakaad a‐enep ar C’hrist, e fell dezhe dimezi;

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 5:11
13 Referencias Cruzadas  

Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,


O gwalc'h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet.


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.


ar pezh a reont evit o barnedigezh dre ma o deus torret o gouestl kentañ.


Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,


Ra ne vo ket un intañvez douget war ar roll, nemet he defe tri-ugent vloaz, e vefe bet dimezet d’un ozhac’h hepken,


Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg.


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.


Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,


Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c’halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec’h entanadur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos