Apocalyps 18:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c’hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha moueziou an delenerien, hag ar vusicianed, hag ar fleüterien, hag an drompillerien na vezint mui klevet enoud; ha micherour e‐bed, a be seurt micherbenag ec’h hell beza, na vezo mui kavet enoud; ha trouz ar mean milin na vezo mui klevet enoud. |
pa vo serret war ar straed daou stalaf an nor, pa izelaio trouz ar vilin, pa savi da gan al labous, pa wanaio holl verc'hed ar c'han,
ha lavaret en deus: Ne gendalc'hi ken da laouenaat, o merc'h Sidon, gwerc'hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec'h-mañ, dirak ho taoulagad hag en ho teizioù, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez.
Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.
mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.
Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.
Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc’h ober trouz,