Komz a reont an eil d'egile gant falsentez, komz a reont gant muzelloù loavus ha gant ur galon doubl.
Apocalyps 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Roet e voe dezhañ ur genoù a lavare traoù bras ha mallozhioù, ha roet e voe dezhañ ar galloud d’oberiañ e-pad daou viz ha daou-ugent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha roet e oe dezhan eur genou hag a lavare traou braz ha blasphemou; ha galloud a oe roet dezhan da ober brezel e‐pad daou vis ha daou‐ugent. |
Komz a reont an eil d'egile gant falsentez, komz a reont gant muzelloù loavus ha gant ur galon doubl.
Daeet hoc'h eus ac'hanon gant ho kenoù, ha liesaet hoc'h eus ho komzoù a-enep din, ha klevet em eus.
Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.
Sellout a ris neuze en abeg da vouezh ar gerioù lorc'hus a lavare ar c'horn, hag e sellis betek ma voe lazhet al loen ha distrujet e gorf, taolet d'ar flammoù o teviñ.
ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn an hini all a zeue eus o c'hreiz, hag a oa diframmet dirazañ tri all, hag en doa lagadoù hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus, hag a seblante brasoc'h eget e genseurted.
Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.
Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus.
Hag e lavaras din: Betek daou vil tri c'hant abardaez ha mintin, ha goude ar santual a vo glanaet.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh,
an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.
Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.
Ha p’o devo peurc’hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec’ho hag o lazho.
Divaskell an erer bras a voe roet d’ar wreg evit ma c’hellfe nijal d’al lec’h distro, en he lec’h hec’h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.
Ar wreg a dec’has el lec’h distro en ul lec’h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c’hant tri-ugent devezh.
Roet e voe dezhañ ar galloud d’ober brezel ouzh ar sent ha d’o zrec’hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.