Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.
Apocalyps 13:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ober a reas burzhudoù bras, zoken betek lakaat an tan da ziskenn eus an neñv war an douar dirak an dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ober a rea burzudou braz, beteg lakaad tan da zisken euz an env d’an douar, dirag daou‐lagad an dud. |
Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.
Met strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù. Kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .
Met ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù, o lakaat raned da bignat war vro Ejipt.
Ar strobinellerien ne c'helljont ket en em zerc'hel dirak Moizez en abeg d'ar goulioù. Rak ar goulioù a oa war ar strobinellerien evel war an holl Ejipsianed.
Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.
Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.
Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.
Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.
Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
Pignat a rejont war c’horre an douar, en em lakajont en-dro da gamp ar sent ha d’ar gêr garet-mat. Met un tan a ziskennas digant Doue eus an neñv hag a lonkas anezho.