Adlezenn 33:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha diwar-benn Gad e lavaras: Ra vo benniget an hini a laka Gad er frankiz, diskuizh a ra evel ul leon, hag e freuz ar vrec'h gant ar c'hlopenn. |
Juda a zo ul leon yaouank. Deuet out eus an drailhadeg, va mab! En em bleget eo, gourvezet eo evel ul leon, evel ul leonez, piv en lakaio da sevel?
Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.
Roet ec'h eus din skoed da silvidigezh, da du dehou am dalc'h, da vadelezh am laka da vezañ galloudus.
Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.
An hanter all, ar Rubeniz hag ar C'hadiz o deus bet o hêrezh, en deus roet Moizez dezho en tu all d'ar Jordan er sav-heol, evel m'en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU ,