Adlezenn 32:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mervel a ri war ar menez a vi pignet warnañ; hag e vi dastumet gant da bobl, evel ma varvas Aaron da vreur war venez Hor, hag e voe dastumet gant e bobl, |
Bloavezhioù buhez Ismael a voe kant seizh vloaz ha tregont. Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.
Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioù, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.
P'en doe echuet Jakob da reiñ e urzhioù d'e vibien, e tistroas e dreid er gwele, e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.
Met te, kae da'z tiwezh. Diskuizhañ a ri, hag e chomi ez sav evit da lod e dibenn da zeizioù.
Nebo, Baal-Meon, a voe cheñchet o anv, Sibma; hag e rojont anvioù d'ar c'hêrioù a savjont.
Aaron an aberzhour a bignas war Venez Hor, war urzh an AOTROU, hag e varvas eno en daou-ugentvet bloaz goude ma oa aet kuit mibien Israel eus bro Ejipt, er pempvet miz, d'ar c'hentañ eus ar miz.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhañ va urzhioù. Moizez ha Jozue a yeas d'en em gavout e teltenn an engalv.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.