An AOTROU Doue a lavaras d'an naer: Pa ec'h eus graet kement-se, milliget e vi e-touez an holl chatal hag e-touez holl anevaled ar parkeier, kerzhout a ri war da gof hag e tebri ar boultrenn holl zeizioù da vuhez.
Adlezenn 32:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kuzumet e vint gant an naon, debret gant an derzhienn ha gant ur walenn spontus, kas a rin a-enep dezho dant al loened gouez, ha binim ar stlejviled a ruz er poultr. |
An AOTROU Doue a lavaras d'an naer: Pa ec'h eus graet kement-se, milliget e vi e-touez an holl chatal hag e-touez holl anevaled ar parkeier, kerzhout a ri war da gof hag e tebri ar boultrenn holl zeizioù da vuhez.
Gwelet en deus e oa plijus an diskuizh ha dudius ar vro. Izelaat a ra e skoaz evit dougen, en em laka da baeañ gwirioù.
Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.
Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.
Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.
Mervel a raint dre varv ar c'hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.
Rak setu e kasan a-enep deoc'h naered, naered-gwiber, ha n'eus strobinell ebet a-enep dezho, hag e krogint ennoc'h, eme an AOTROU.
Ma lakafen loened noazus da dremen er vro, evit he gwastañ betek ma vefe ur gouelec'h, ul lec'h na dremenfe den ken en abeg d'al loened-se,
Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,
Kas a rin a-enep deoc'h an naonegezh hag al loened fall, a lamo diganit da vugale. Ar vosenn hag ar gwad a dremeno dre da zouez, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout. Me an AOTROU am eus komzet.
kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù.
pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,
Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.
An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.
Hag e tebri frouezh da gof, kig ar vibien hag ar merc'hed en devo an AOTROU da Zoue roet dit, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac'hanout da enebourien.