An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
Adlezenn 31:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c'hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet. |
An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.
Anavezout a ran Efraim, Israel n'eo ket kuzhet ouzhin, rak bremañ, Efraim, te a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.
Me ivez a enebo outo hag e kasin anezho e bro o enebourien, ha neuze o c’halonoù diamdroc’h a blego hag ec’h anzavint o direizhder.
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.
evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.
me a zisklêr deoc'h hiziv penaos ez eot da goll a-dra-sur, ha ne hiraiot ket ho teizioù er vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan.
Moizez a c'halvas Jozue hag a lavaras dezhañ dirak holl Israel: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a yelo gant ar bobl-mañ er vro en deus touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, te a lakaio anezho da berc'hennañ o hêrezh.
Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,