Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.
Adlezenn 29:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha ma'z int aet da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, doueoù n'anavezent ket ha n'en doa ket roet dezho da lodennañ. |
Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.
Hag e lavari dezho: Dre ma o deus ho tadoù dilezet ac'hanon, eme an AOTROU, dre ma'z int aet war-lerc'h doueoù all, dre ma o deus o servijet ha stouet dirazo, dre ma o deus va dilezet ha n'o deus ket miret va lezenn,
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.
Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoù, en doa graet ganto p'en deus tennet anezho eus bro Ejipt,
Kounnar an AOTROU a zo en em danet a-enep ar vro-mañ, evit lakaat da zont warni an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ.
Dibabet o doa doueoù nevez, ha raktal ez eus bet ar brezel ouzh an dorojoù. Ne veze gwelet na skoed na goaf e-touez daou-ugent milier Israel.