La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 28:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Setu an holl vennozhioù a zeuio warnout hag a c'hoarvezo ganit mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue:

Ver Capítulo



Adlezenn 28:2
7 Referencias Cruzadas  

Ya, evel-se e vo benniget an den a zouj an AOTROU.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


ar vennozh mar sentit ouzh gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue, a gemennan deoc'h hiziv,


Ma ne sentez ket ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, ma ne virez ket e holl c'hourc'hemennoù hag e holl reolennoù a gemennan dit hiziv ha ma ne rez ket diouto, setu an holl vallozhioù a zeuio warnout hag a c'hoarvezo ganit:


Benniget e vi e kêr ha benniget e vi war ar maez.


An holl vallozhioù-se a zeuio warnout hag a vo war da lerc'h hag a c'hoarvezo ganit betek ma vi distrujet, dre ma ne'z po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue ha ne'z po ket miret e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù en deus kemennet dit.


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.