Adlezenn 27:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, Moizez a roas urzhioù d'ar bobl o lavarout: |
En amzer-se em eus roet urzhioù d'ho parnerien o lavarout: Selaouit ho preudeur ha barnit gant reizhder etre un den hag e vreur pe un diavaeziad.
Sentiñ a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù a gelennan dit hiziv.
Pa ho po tremenet ar Jordan, en em zalc'ho Simeon, Levi, Juda, Isakar, Jozef ha Benjamin war Venez Gerizim evit bennigañ ar bobl,
Hag holl Israel, e henaourien, e ofiserien, e varnerien, en em zalc'he a bep tu d'an arc'h, dirak an aberzhourien, al Levited, a zouge arc'h emglev an AOTROU , an diavaezidi evel an henvroidi, un hanter anezho ouzh kostez Menez Gerizim hag un hanter all ouzh kostez Menez Ebal, evel m'en doa gourc'hemennet diagent Moizez servijer an AOTROU , evit bennigañ pobl Israel.