Adlezenn 23:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloù hag e ri dioutañ, evel ur prof a-youl-vat, hervez ar gouestloù az po graet d'an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoù. |
Ur stign eo evit an den disklêriañ traoù santel gant skañvadurezh, ha goude ar gouestl enklask c'hoazh.
Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mar d-eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur.
Moizez a gomzas da bennoù meuriadoù mibien Israel o lavarout: Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU:
Klevet hoc’h eus c’hoazh penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc’hel a ri e-keñver an Aotrou d’al leoù az po graet.
Pa voe deuet an deiz, hiniennoù eus ar Yuzevien a reas un irienn hag en em ereas dre leoù, o lavarout na zebrjent ha na evjent ket ken n’o dije lazhet Paol.
Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoù dezhañ hag o deus en em ereet dre leoù penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n’o dije lazhet Paol. Ha bremañ int prest o c’hortoz da asant.
Pa'z i e gwinienn da nesañ, e c'helli debriñ rezin hervez da naon ha da c'hoant, met ne lakai ket dioutañ en ur baner.
Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentañ eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c'hrozmolas a-enep ar re gentañ.
Kerkent ha ma welas anezhi e rogas e zilhad hag e lavaras: Siwazh va merc'h! Bec'hiet on, ya bec'hiet on, peurvantret on abalamour dit, rak digoret em eus va genoù d'an AOTROU ha ne c'hellin ket dislavarout.
Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.
An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.