Adlezenn 22:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned lezel a ri da vont ar vamm hag e kemeri ar re vihan evidout, evit ma vi eürus ha ma vo hiraet da zeizioù. |
Pa savi un ti nevez, e ri un aspled en-dro d'e doenn, evit na lakai ket gwad war da di ma kouezhfe unan bennak ac'hane.
mir e reolennoù hag e c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioù war an douar a berc'hennot.