Doue a lavaras dezhañ en un huñvre: Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiñ a-enep din. Setu perak n'em eus ket da lezet da stekiñ outi.
Adlezenn 18:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar broadoù-se, a gasi kuit, a selaou ouzh an hudsteredourien hag ouzh an divinourien; met dit-te, n'out ket aotreet gant an AOTROU da Zoue. |
Doue a lavaras dezhañ en un huñvre: Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiñ a-enep din. Setu perak n'em eus ket da lezet da stekiñ outi.
Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.
Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.
C'hwi eta, na selaouit ket ho profeded, ho tivinourien, hoc'h huñvreerien, ho steredourien, hoc'h hudourien, a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon.
Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c'houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c'hellint he diskuliañ d'ar roue.
N'en em gavo den ez touez a lakaio e vab pe e verc'h da dremen dre an tan, nag a raio divinerezh, nag hudsteredour, nag achantour, na sorserez,