La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 16:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Dalc'h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, mirout a ri ar reolennoù-mañ hag e ri diouto.

Ver Capítulo



Adlezenn 16:12
8 Referencias Cruzadas  

Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac’h gwechall paganed er c’hig ha galvet diamdroc’h gant ar re a c’halver amdroc’hidi er c’hig dre zorn an den,


Dalc'h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac'hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mañ hiziv.


Ober a ri gouel al logelloù e-pad seizh devezh, pa ez po dastumet frouezh da leur ha da waskell.


E-pad seizh devezh e ri ar gouel d'an AOTROU da Zoue el lec'h dibabet gant an AOTROU, rak an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout ez holl eostoù hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vi leun a levenez.


Dalc'h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus lakaet ac'hanout da vont kuit ac'hane an AOTROU da Zoue dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, setu perak en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue mirout deiz ar sabad.