An hini a zispriz e nesañ a ra ur pec'hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c'hlac'haret a zo eürus.
Adlezenn 15:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se ne vo ket a beorien ganeoc'h, rak an AOTROU a vennigo ac'hanout a-dra-sur er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc'hennañ evel hêrezh, |
An hini a zispriz e nesañ a ra ur pec'hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c'hlac'haret a zo eürus.
An hini a ro d'ar paour n'en devo ket a zienez, met an hini a guzh e zaoulagad a fonnusaio e mallozhioù.
Dont a raio al Leviad, n'en deus na lodenn na hêrezh ganit, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn.
gant ma senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag oc'h ober diouto.
An AOTROU a raio dit kreskiñ e madoù, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, er vro en deus touet an AOTROU da'z tadoù reiñ dit.
En amzer-se em eus roet urzhioù o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc'h ar vro-mañ evit he ferc'hennañ. C'hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.
An AOTROU a fuloras a-enep din en abeg deoc'h hag a douas na dremenjen ket ar Jordan ha n'ajen ket er vro vat a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh.