Adlezenn 15:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Nemet ne zebri ket ar gwad, en skuilhi war an douar evel dour. |
Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all.
met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c’hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.
Koulskoude, hervez c'hoantoù da ene, e c'helli lazhañ ha debriñ kig e-barzh da zorojoù, hervez ar vennozh en devo roet dit an AOTROU da Zoue. An hini dic'hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv.
Koulskoude e vi sur na zebri ket ar gwad, rak ar gwad eo an ene, ha ne zebri ket an ene gant ar c'hig.
Hag ar bobl en em daolas war ar preizh, hag e kemerjont deñved, ejened, leueoù, hag o lazhjont war an douar. Hag ar bobl o debras gant ar gwad.
Hag e voe degemennet da Saül o lavarout: Setu, emañ ar bobl o pec'hiñ a-enep an AOTROU , o tebriñ gant gwad. Hag e lavaras: Pec'het hoc'h eus, ruilhit betek ennon raktal ur maen bras.