Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoù, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhañ da varv.
Adlezenn 13:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned e reni un enklask, e c'houlenni hag e klaski gouzout gant evezh. Mard eo gwir ha diarvar an dra-se, graet eo un euzhusted en ho touez, |
Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoù, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhañ da varv.
a ro e wir d’an emzivad ha d'an intañvez, a gar an diavaeziad hag a ro dezhañ boued ha dilhad.
Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,
a-dra-sur e lazhi annezidi ar gêr-se gant troc'h ar c'hleze hag e lakai anezhi da verz gant kement a vo enni, hag e lazhi al loened gant troc'h ar c'hleze.
pa vo lavaret-se dit hag ez po klevet diwar-benn an dra-se, e reni un enklask gant evezh. Mard eo gwir ha sur ar pezh a vo bet lavaret, un euzhusted a vo bet graet en Israel,
Na gemer ket da servijerez evit ur vaouez a netra, rak er vrasted eus va foan hag eus va glac'har eo em eus komzet betek bremañ.