Hag o devo un hêrezh: Me eo o hêrezh. Ne roiot dalc'h ebet dezho en Israel, Me eo o dalc'h.
Adlezenn 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak n'en deus Levi na lodenn na hêrezh gant e vreudeur, an AOTROU eo e hêrezh, evel m'en deus lavaret an AOTROU da Zoue dezhañ. |
Hag o devo un hêrezh: Me eo o hêrezh. Ne roiot dalc'h ebet dezho en Israel, Me eo o dalc'h.
Ar re a voe niveret, an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, a voe tri mil warn-ugent. Ne voent ket niveret gant mibien Israel, dre ma ne voe hêrezh ebet evito e-touez mibien Israel.
Eno e laouenaiot dirak an AOTROU ho Toue, c'hwi, ho mibien, ho merc'hed, ho servijerien, ho mitizhien, hag al Leviad a vo e-barzh ho torojoù, rak n'en deus na lodenn na hêrezh ganeoc'h.
Ne zilezi ket al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, rak n'en deus na lodenn na hêrezh ganit.
Dont a raio al Leviad, n'en deus na lodenn na hêrezh ganit, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn.
Rak Moizez en doa roet o hêrezh da zaou veuriad ha d'un hanter-veuriad en tu all d'ar Jordan, met n'en devoa ket roet a hêrezh d'al Levited en o zouez.