Setu, en em zalc'hin eno dirazout war ar roc'h en Horeb, te a skoio war ar roc'h, hag e teuio dour er-maez, hag ar bobl a evo. Moizez eta a reas evel-se dirak henaourien Israel.
Adlezenn 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU hon Doue a gomzas ouzhimp en Horeb hag a lavaras: A-walc'h oc'h chomet er menez-mañ. |
Setu, en em zalc'hin eno dirazout war ar roc'h en Horeb, te a skoio war ar roc'h, hag e teuio dour er-maez, hag ar bobl a evo. Moizez eta a reas evel-se dirak henaourien Israel.
Moizez a vesae tropell Jetro e dad-kaer, aberzhour Madian. Kas a reas an tropell a-dreñv ar gouelec'h hag e teuas da venez Doue, da Horeb.
Pe daou zevezh pe ur miz pe ur bloaz, e-keit ha ma chome difiñv ar goabrenn war an tabernakl, mibien Israel a gampe ha n'aent ket kuit; pa save, ez aent kuit.
D'an tu-mañ d'ar Jordan, e bro Voab, Moizez en em lakaas da zisklêriañ al lezenn-se o lavarout:
hervez kement az poa goulennet digant an AOTROU da Zoue en Horeb da zeiz ar vodadeg, pa lavarjout: Ra ne glevin ken mouezh an AOTROU va Doue ha ra ne welin ken an tan bras-se, gant aon na varvin.
Kounnaret hoc'h eus ivez an AOTROU en Horeb, hag an AOTROU a fuloras a-enep deoc'h, gant ar soñj d'ho tistrujañ.