Ezaü a lavaras da Jakob: Ro din, me az ped, da zebriñ eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom.
Abdia 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloù a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoù: Savit, Savomp a-enep dezhañ, d'ar brezel! |
Ezaü a lavaras da Jakob: Ro din, me az ped, da zebriñ eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom.
AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!
Diougan diwar-benn Duma. Krial a reer din eus Seir: O gedour! Hag a-nevez eus an noz? Hag a-nevez eus an noz?
Ar gedour a lavar: Dont a ra ar beure, hag an noz ivez; mar fell deoc'h goulenn, goulennit, distroit ha deuit en-dro.
Kemer a ris eta an hanaf eus dorn an AOTROU, hag e rois da evañ dioutañ d'an holl vroadoù am c'hase an AOTROU etrezek enno,
Ra ne zinerzho ket ho kalon, ha n'ho pet ket aon rak ar c'heleier a vo klevet er vro. Rak er bloaz-mañ e teuio un trouz, hag er bloaz war-lerc'h un trouz all. Taerder e vo er vro, rener a-enep rener.
An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.
An hini a ra an toull-freuz a bigno dirazo. Lammat a raint, tremen a raint dre an nor, hag ez aint er-maez. O roue a gerzho dirazo, hag an AOTROU a vo en o fenn.
Klevout a reot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec’h spontet rak ret eo e teufe an holl draoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin.
Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin.