Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 da Edom, da Voab, da vibien Ammon,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:21
25 Referencias Cruzadas  

AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!


Rak dorn an AOTROU en em lakaio war ar menez-mañ, ha Moab a vo mac'het dindanañ, evel ma vez mac'het ar plouz en ur poull teil.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Gra ereoù ha yevioù, laka anezho war da c'houzoug,


ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.


hag e lavarjont dezhañ: Hag ec'h anavezez en deus Baaliz roue mibien Ammon kaset Ismael mab Netania evit lemel da vuhez diganit? Met Gedalia mab Ahikam ne gredas ket anezho.


Diwar-benn Moab, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwalleur da Nebo, rak gwastet eo! Kirjataim a zo mezhek, tapet eo. Ar gêr greñv a zo mezhet ha spontet.


Diwar-benn mibien Ammon, evel-henn e komz an AOTROU: Israel, ha n'en deus mab ebet? Ha n'en deus heritour ebet? Perak en deus heritet Malkam eus Gad? Perak emañ o chom e bobl en e gêrioù?


Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?


An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.


Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:


Eno emañ Edom, e rouaned hag e holl briñsed, a zo bet lakaet, en desped d'o nerzh, gant ar re lazhet dre ar c'hleze; gourvezet int gant an diamdroc'hidi, gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Moab, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus devet ha pulluc'het eskern roue Edom.


Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos