A re a vo bet fur a lugerno evel splannder an ec'honder, hag ar re o devo degaset kalz d'ar reizhder a lugerno evel stered, dalc'hmat ha da viken.
2 Yann 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lakait evezh ouzhoc’h hoch’-unan, evit na gollimp ket ar frouezh eus hol labour, met ma resevimp ur gopr leun. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan, evit na gollimp ket ar frouez euz hon labour, mes ma recevimp eur recompans leun. |
A re a vo bet fur a lugerno evel splannder an ec'honder, hag ar re o devo degaset kalz d'ar reizhder a lugerno evel stered, dalc'hmat ha da viken.
Met diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag ho skourjezañ a raint er sinagogennoù, mont a reot dirak ar c’houarnourien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni dirazo.
Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N’it ket eta war o lerc’h.
An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
ha goude ar re all ez eo ivez en em ziskouezet din, evel da ur c’hrouadur ganet a-raok an termen,
An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c’hopr e-unan hervez e labour e-unan.
Koulskoude, el lec’h ma’z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc’homp an hevelep soñjoù.
Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc’h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,
o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,