Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

4 Ha Jesus e laras tehai: Dihoallet a vout lorbet dré unan benac.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:4
14 Referencias Cruzadas  

Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.


Evel-henn e komz an AOTROU: N'en em douellit ket hoc'h-unan o lavarout: Ar Galdeiz a yelo pell diouzhimp, rak ned aint ket.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.


Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N’it ket eta war o lerc’h.


Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.


Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh,


Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos