Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

4 Ha Jesus e laras tehai: Dihoallet a vout lorbet dré unan benac.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:4
14 Referencias Cruzadas  

Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet.


Hag hen a lavaraz: Diwallit da veza tromplet; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta.


Rag, mar d’euz unan‐benag hag a zonj dezhan ez eo eun dra‐benag, pa n’ed eo netra, en em drompla a ra he‐unan.


evit na vezimp mui bugaligou, douget ho troet aman hag a‐hont gant peb avel a zoctrin, gant tromplerez an dud, hag ho ijin fall da drompla dre finessa;


Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo; rag abalamour d’an traou‐ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent.


Diwallo den da lemmel diganeoc’h ho recompans dre eur zeblant a humilite, ha dre adoration an elez, o sourcial ouz traou ha n’hen deuz ket ho gwelet, o veza c’houezet a ourgouil gant skiant ar c’hig,


Likit evez na zeufe den da c’hounid ac’hanoc’h dre philosophi ha touellerez goullo, hervez giz an dud, hervez kenta kenteliou ar bed, ha nann hervez ar C’hrist.


Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e‐bed; rag red eo e vez deuet da‐genta ar revolt, hag a vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez,


Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos