En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
2 Samuel 8:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a drec'has ivez Hadadezer mab Reob, roue Zoba, pa'z eas da adlakaat e harzoù etrezek ar stêr Eufratez. |
En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Hadadezer a gasas da gerc'hat ar Siriz a oa en tu all d'ar stêr. Shobak penn arme Hadadezer a rene anezho.
An holl rouaned a oa didndan Hadadezer, o welout e oant bet pilet gant Israel, a reas peoc'h gant Israel, hag e voent sujet dezhañ. Hag ar Siriz o doe aon da skoazellañ c'hoazh mibien Ammon.
Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.
Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.
David a drec'has Hadarezer roue Zoba war-zu Hamad, pa'z eas da astenn e harzoù etrezek ar stêr Eufratez.
Hag e lakain da harzoù adalek ar Mor Ruz betek Mor ar Filistined, hag adalek ar gouelec'h betek ar stêr, rak lakaat a rin etre ho taouarn tud ar vro hag o c'hasin kuit dirazout.
Pep lec'h ma vac'ho sol ho treid warnañ a vo deoc'h, ho harzoù a vo adalek ar gouelec'h hag al Liban, adalek ar stêr, ar stêr Eufratez, betek mor ar c'huzh-heol.
Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.