Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, kilvizien ha benerien, hag e savjont ti David.
2 Samuel 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhañ eus e holl enebourien tro-dro, |
Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, kilvizien ha benerien, hag e savjont ti David.
abaoe an deizioù ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Roet em eus diskuizh dit eus da holl enebourien. Hag an AOTROU a ro da anavezout dit e savo dit un ti.
Ha bremañ an AOTROU va Doue en deus roet din diskuizh a bep tu; ne'm eus na enebour na tra diaes ebet.
Hag e c'halvas Salomon e vab, hag e c'hourc'hemennas dezhañ sevel un ti d'an AOTROU , Doue Israel.
David a lavaras da Salomon: Va mab, c'hoant am boa me va-unan da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue.
Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.
Sevel a reas kêrioù kreñv e Juda, rak ar vro a oa en diskuizh. E-pad ar bloazioù-se ne voe ket a vrezel a-enep dezhañ, dre ma roas an AOTROU diskuizh dezhañ.
D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.
An AOTROU a roas dezho diskuizh a bep kostez, evel m'en doa touet d'o zadoù, hag hini ebet eus o enebourien ne zalc'has dirazo; an AOTROU a lakaas o holl enebourien etre o daouarn.
Pell amzer goude m'en doa roet an AOTROU diskuizh da Israel eus e holl enebourien a oa en-dro dezhañ, Jozue a oa kozh hag oadet bras,