Ren a rae war an holl vroioù a oa en tu-mañ d'ar stêr adalek Tifsak betek Gaza, war an holl rouaned eus an tu-mañ d'ar stêr, hag e oa e peoc'h gant an holl re a oa tro-dro, a bep tu.
Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.
Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoù en tu all d'ar stêr, hag e veze paeet dezho truajoù, tailhoù ha gwirioù tremen.
Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.