Akimaaz mab Zadok a lavaras: Va lez da redek da gas ar c'heloù mat-se d'ar roue: en deus roet an AOTROU e wir dezhañ diouzh dorn e enebourien.
2 Samuel 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tegasjont penn Ishboshed da Zavid en Hebron, hag e lavarjont d'ar roue: Setu penn Ishboshed mab Saül, da enebour, an hini a glaske da vuhez. An AOTROU en deus veñjet hiziv ar roue va aotrou eus Saül hag eus e ouenn. |
Akimaaz mab Zadok a lavaras: Va lez da redek da gas ar c'heloù mat-se d'ar roue: en deus roet an AOTROU e wir dezhañ diouzh dorn e enebourien.
Neuze Kushi a erruas hag a lavaras: Ra en devo ar roue va aotrou ar c'heloù mat-mañ: An AOTROU en deus roet da wir dit hiziv diouzh dorn an holl re a zo en em savet ez enep.
Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,
Va zeod ivez a adlavaro da reizhder bemdez, rak ar re a glask va gwalleur a vo mezhek hag a ruzio.
o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv.
Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.
Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?
Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennañ e-unan: Skeiñ a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutañ div wech.
Saül a gomzas ouzh Jonatan e vab hag ouzh e holl servijerien, evit lakaat d'ar marv David. Met Jonatan mab Saül a gare kalz David.
Neuze Saül a adkasas e dud da welout David en ur lavarout: Degasit-eñ din en e wele, evit ma lakain anezhañ d'ar marv.
David a dec'has eus Najod e-kichen Rama hag a zeuas da gavout Jonatan, hag e lavaras dirazañ: Petra am eus graet, pehini eo va direizhder, pehini eo va fec'hed dirak da dad, ma klask va buhez?
David a welas e oa aet Saül da glask e vuhez, hag en em zalc'has e gouelec'h Zif, er goadeg.
Tud David a lavaras dezhañ: Setu an deiz m'en deus lavaret an AOTROU dit: Lakaat a ran da enebour etre da zaouarn; ober a ri dezhañ evel ma kavi mat. David a savas hag a droc'has pastell mantell Saül goustadik.
Mar sav unan bennak evit da drubuilhañ hag evit klask da vuhez, ene va aotrou a vo staget ouzh torkad ar vuhez e-kichen an AOTROU da Zoue. Ha teurel a raio pell, evel gant ur vatalm, ene da enebourien.