Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 18:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Neuze Kushi a erruas hag a lavaras: Ra en devo ar roue va aotrou ar c'heloù mat-mañ: An AOTROU en deus roet da wir dit hiziv diouzh dorn an holl re a zo en em savet ez enep.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 18:31
11 Referencias Cruzadas  

Akimaaz mab Zadok a lavaras: Va lez da redek da gas ar c'heloù mat-se d'ar roue: en deus roet an AOTROU e wir dezhañ diouzh dorn e enebourien.


Neuze Akimaaz a grias hag a lavaras d'ar roue: Mont a ra mat pep tra! Hag e stouas dirak ar roue, e zremm d'an douar, hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU da Zoue, en deus paket an dud o doa savet o dorn a-enep ar roue va aotrou.


Ar roue a lavaras: Chom aze a-gostez! Hag en em lakaas a-gostez hag en em zalc'has eno.


A-raok n'o devo santet ho chaodouronoù an tan drein, glas pe danet, an avel o c'haso kuit.


Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!


Ra yelo da get evel-se, o AOTROU, da holl enebourien! Ra vo ar re a gar ac'hanout evel an heol pa en em ziskouez en e nerzh! Hag ar vro a voe sioul e-pad daou-ugent vloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos