2 Samuel 18:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned32 Ar roue a lavaras da Gushi: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Kushi a respontas: Ra vo enebourien ar roue va aotrou hag an holl re a zo en em savet ez enep evit ober dit poan, evel an den yaouank-se. Ver Capítulo |
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!