Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa.
Neuze Kushi a erruas hag a lavaras: Ra en devo ar roue va aotrou ar c'heloù mat-mañ: An AOTROU en deus roet da wir dit hiziv diouzh dorn an holl re a zo en em savet ez enep.