Hag e voent er c'hañv, hag e oueljont, hag e yunjont betek an noz abalamour da Saül ha da Jonatan e vab, ha da bobl an AOTROU, ha da di Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c'hleze.
2 Samuel 3:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha p'o doe sebeliet Abner en Hebron, ar roue a savas e vouezh hag a ouelas e-kichen bez Abner, hag e ouelas an holl bobl. |
Hag e voent er c'hañv, hag e oueljont, hag e yunjont betek an noz abalamour da Saül ha da Jonatan e vab, ha da bobl an AOTROU, ha da di Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c'hleze.
Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!
Ha David a roas urzh d'e dud d'o lazhañ, da droc'hañ dezho o daouarn hag o zreid, ha d'o c'hrougañ tost ouzh lenn Hebron. Hag e kemerjont penn Ishboshed, evit e sebeliañ e bez Abner en Hebron.
mard on bet laouenaet gant gwalleur va enebour, mar em eus tridet a levenez p'en deus an droug e dapet,
Neuze David hag ar bobl a oa gantañ a savas o mouezh hag a ouelas, betek ma n'o doe ken enno a nerzh da ouelañ.