Da zaouarn ne oant ket ereet, na da dreid chadennet gant hern, met kouezhet out evel ma kouezher dirak ar re zrouk! Hag an holl bobl en em adlakaas da ouelañ warnañ.
Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.
An hini a akuizit pinvidigezhioù hep reizhder a zo evel ur glujar a c'hor ar pezh n'he deus ket dozvet, lezel a raio anezho e-kreiz e zeizioù, ha d'an diwezh e vo kavet diskiant.
Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan warni. Merc'hed ar broadoù a zisplego ar c'hlemmgan-mañ diwar-benn an Ejipt hag hec'h holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.