Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 3:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Da zaouarn ne oant ket ereet, na da dreid chadennet gant hern, met kouezhet out evel ma kouezher dirak ar re zrouk! Hag an holl bobl en em adlakaas da ouelañ warnañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 3:34
8 Referencias Cruzadas  

Hag e voent er c'hañv, hag e oueljont, hag e yunjont betek an noz abalamour da Saül ha da Jonatan e vab, ha da bobl an AOTROU, ha da di Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c'hleze.


Hag e reas ar roue ur werz war Abner o lavarout: Abner, ha marvet eo evel ma varv un digalon?


Hag an holl bobl a zeuas evit ober da Zavid kemer un tamm boued, e-pad ma oa c'hoazh deiz; met David a douas o lavarout: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni mar debran bara pe un dra bennak all a-raok ma vo kuzhet an heol.


Ar muntrer a sav da c'houloù-deiz, hag e lazh ar paour hag an ezhommeg; e-pad an noz eo ul laer.


Evel-se emañ ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan warni. Merc'hed ar broadoù a zisplego ar c'hlemmgan-mañ diwar-benn an Ejipt hag hec'h holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.


Strollad an aberzhourien a zo evel ar bandennoù a spi an dud hag a zrouklazh war hent Sichem, rak ober a reont torfedoù.


Ar Filistined a grogas ennañ, hag e toulljont e zaoulagad, hag e tiskennjont anezhañ da C'haza; ereet e voe gant chadennoù arem. Treiñ a rae ar maen-milin en toull-bac'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos