Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 30:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Neuze David hag ar bobl a oa gantañ a savas o mouezh hag a ouelas, betek ma n'o doe ken enno a nerzh da ouelañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 30:4
9 Referencias Cruzadas  

Evel ma pede Ezdra ha ma rae an anzav-se o ouelañ, stouet dirak ti Doue, un engroez bras, gwazed, maouezed ha bugale, en em zastumas davetañ, hag ar bobl a ouelas a-boullad.


An holl vodadenn a savas o mouezhioù hag a laoskas kriadennoù, hag ar bobl a ouelas en noz-se.


Moizez a lavaras ar c'homzoù-mañ da holl vibien Israel, hag e voe ur c'hañv bras e-touez ar bobl.


Kerkent ha m'en doe lavaret ael an AOTROU ar c'homzoù-se da holl vibien Israel, e savas ar bobl o mouezh, hag e leñvjont.


Ar bobl a zeuas da Vetel, hag e chomjont eno betek an noz dirak Doue. Sevel a rejont o mouezh o ouelañ dourek


Ar gannaded a zeuas da C'hibea kêr Saül, hag e lavarjont ar c'homzoù-se d'ar bobl. Hag ar bobl a savas o mouezh hag a c'harmas.


David hag e dud a erruas e kêr, ha setu ma oa devet dre an tan, hag o gwragez, o mibien hag o merc'hed a oa bet graet prizonidi.


Hag evel ma errue, setu, Eli a oa azezet war e gador e kostez an hent, o c'hortoz, rak e galon a grene abalamour da arc'h Doue. An den-mañ a yeas e kêr da gas ar c'heloù-se, hag holl gêr a c'harmas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos