Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
2 Samuel 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a gasas kannaded da gavout tud Jabez Galaad da lavarout dezho: Bezit benniget a-berzh an AOTROU, c'hwi hag a zo bet trugarezus e-keñver Saül hoc'h aotrou, hag o deus e sebeliet. |
Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Abram a lavaras da roue Sodom: Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar,
Dec'h ez out deuet, hag hiziv e rafen dit mont amañ hag ahont ganeomp? Evidon-me ez in el lec'h ma c'hellin; distro ha kas da vreudeur ganit. Ra vo trugarez ha gwirionez ganit!
David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.
Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver.
Hag e lavarjont: Pehini a-douez meuriadoù Israel n'eo ket pignet dirak an AOTROU da Vizpa? Ha setu den ebet eus Jabez e Galaad ne oa deuet d'ar c'hamp, d'ar vodadenn.
Naomi a lavaras d'he div verc'h-kaer: Kit, distroit pep hini da di ho mamm. An AOTROU a vo trugarezus en ho keñver, evel m'hoc'h eus bet e-keñver ar re a zo marv hag em c'heñver.
Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.
Hag e lavaras: Va merc'h, ra vennigo an AOTROU ac'hanout! Ar vadelezh diwezhañ-se a desteniez em c'heñver a zo brasoc'h eget an hini gentañ, pa n'out ket aet war-lerc'h an dud yaouank, paour pe binvidik.
Nakash an Ammonad a bignas hag a gampas a-enep Jabez-Galaad. Holl dud Jabez a lavaras da Nakash: Gra emglev ganeomp, hag e servijimp ac'hanout.
Goude e lavarjont d'ar gannaded a oa deuet: Evel-henn e lavarot da dud Jabez-Galaad: Dieubet e viot warc'hoazh, pa vo an heol en e nerzh. Ar gannaded a zistroas hag a zisklêrias-se da dud Jabez, a voe laouenaet a gement-se.
Pa zeuas Samuel da gavout Saül, Saül a lavaras dezhañ: Ra vi benniget gant an AOTROU! Graet em eus hervez komz an AOTROU .
Pa gav un den e enebour, hag e lezel a ra da vont kuit yac'h ha mat? Ra raio an AOTROU mad dit evit ar pezh ac'h eus graet din hiziv!